Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Da vezañ embannet hepdale gant Skol Vreizh : War Roudoù da dadoù kozh. Bec'h d'an enklask

Gant Roger Bossard ha Hervé Peaudecerf. Setu un hentenn evit sevel lignez an unan : ar pazennoù pennañ, kuzulioù, chomlec'hioù talvoudus...

Jean-René Le Quéau pour Skol Vreizh le 31/03/10 18:03

.

War Roudoù da dadoù kozh. Bec'h d'an enklask. Gant Roger Bossard ha Hervé Peaudecerf.


Setu un hentenn evit sevel lignez an unan : ar pazennoù pennañ, kuzulioù, chomlec'hioù talvoudus...

Ur benveg eeun eo, leun a vuhez, ha skeudennet, evit gouzout diouzh an Istor vihan pe diouzh an Istor vras e Breizh, dre an temoù-mañ : an anvioù familh a orin eus Breizh pe eus lec'h-all, ar Vretoned beajourien anezho, istorioù skol, ar c'hoñje, ar micherioù kozh, darvoudoù bras ar c'hantved tremenet.

Ul levr ha n'eus ket daou eveltañ eo, savet evit ar re yaouank pe ar re vras.

Tresadennoù al levr a zo bet savet gant Malo Louarn.


Ul levr keinet, 96 pajennad ennañ, 16,5 x 24,5 sm, moullet e liv, 200 skeudenn tost, golo kartoñs.
Priz ar marc'had : 15 €, rakprenet : 13 €.


Al levr-mañ eus ar rummad Frifurch / Le P'tit Fureteur, a vez kavet anezhañ e galleg ivez : Petit guide de généalogie. Une enquête à mener. Des histoires à raconter. ( voir l'article )

.

Document PDF 17914_2.pdf Follen rakprenañ. War Roudoù da dadoù kozh. Bec'h d'an enklask.. Gant Roger Bossard hag Hervé Peaudecerf. Tresadennoù gant Malo Louarn. Montroulez/Morlaix ; Skol Vreizh. 2010.. Source : Skol Vreizh Montroulez/Morlaix
Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 2 ?