Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Dielfennadur eus an distro-skol 2008 er publik
Ur c'hresk a 1 117 skoliad (+ 8 %) war an tri bloavezh tremen, mui 370 skoliad ouzhpenn da geidenn e-skoaz ur geidenn a 313 skoliad en tri bloavezh diagent
Par Stefan Carpentier pour Div Yezh Breizh le 22/09/08 2:04

I. Ar c'hresk o vont war-raok

Ur c'hresk a 1 117 skoliad (+ 8 %) war an tri bloavezh tremen, mui 370 skoliad ouzhpenn da geidenn e-skoaz ur geidenn a 313 skoliad en tri bloavezh diagent (a 2003 da 2005). Aet eo ar c'hresk war-vuanaat abaoe 3 bloaz. Ar 5 002 skoliad a zo tizhet gant ar c'helenn divyezhek publik. Ar c'hentañ hentad kelenn brezhoneg e Breizh eo an hentad divyezhek publik. 17 post a zo bet digoret e Breizh (5 departamant) er c'hentañ derez.

Harzet eo ar mont war-raok gant nac'hadenn zigeriñ 3 sitr nevez er skol-diazez (- 72 skoliad), nac'het (- 150 skoliad war-bouez nebeut) hag an enskrivadurioù rummad ar Re Vihan war rolloù war-c'hortoz e tiez-skol a‑leizh (- 100 skoliad war-bouez nebeut). Eus tremen 700 skoliad e tlefe ar c'hresk bezañ bet, d.l.e eus 15 %.

II. E pevar foent e c'hall kudennoù ar c'helenn divyezhek bezañ berraet:

A ) Ur c'hresk re c'horrek c'hoazh ;
B ) Ur mank a bostoù evit ar skol-vamm ;
C ) Re zifonn an niver a gelennerien zivyezhek stummet ;
D ) Re zister holl an anaoudegezh eus ar yezh el lezennoù.

A ) Ur c'hresk re c'horrek c'hoazh

Daou sitr divyezhek digoret hevelene hepken e-keñver teir nac'hadenn: Gwizien en Il‑ha‑Gwilen (24 bugel), Banaleg e Penn‑ar‑Bed (22 bugel) ha S.‑Stefan‑Brengoloù el Liger‑Atlantel (26 bugel). 20 kevrenn er skol-diazez ne gavont o c'hendalc'h en o skolaj nes.

B ) Ur mank a bostoù evit ar skol-vamm

Gwelet a reer e vez lakaet rummad ar Re Vihan mui-ouzh-mui war rolloù war-c'hortoz. En Orient e Merville ez eus un 20 bennak a vugale en degouezh-se. Hervezomp ez eus tremen kant bugel en hevelep degouezh ha hervez testeni tud ar vugale e vefe boutin a-walc'h kement-se. E sitroù zo ivez ez eo diaes an doareoù evit kelenn, klasoù re leun (e Kastell‑Nevez‑ar‑Faou ha Tremeven‑Kemperle, 38 bugel er skol-vamm hag ur post hepken).

C ) Re zifonn an niver a gelennerien zivyezhek stummet

— Evit ar c'hentañ derez : gras da grouidigezh kenstrivadeg arbennik tuta skolaerien zivyezhek e 2002 ez eus bet gallet stummañ kalz muioc'h a gelennerien. Koulskoude n'eus ket trawalc'h gant an ugent kelenner bennak stummet bep bloaz evit ar c'hentañ derez.

— Evit an eil derez : n'eus netra a bar da genstrivadeg arbennik ar skolaerien. Ne vez ket stummet ar gelennerien DNY (Danvez Nann-Yezhel: istor-geografiezh, sonerezh, arzoù-kaer, sport, matematik) dre zibab ha da heul an disoc'h a anavezomp: ur gwir ziouer a gelennerien. Gant an istor-geografiezh an hini ez eo ar gwashañ. Postoù zo c'hoazh en akademiezh (Redon, Kewenn) ha n'int ket bet pourvezet. War-vrasaat ez a hon enkrez gant al labour a zo dirazomp er bloavezhioù da zont. Diwar gwir abeg dre m'emañ an 90 % eus skolidi an deskadurezh publik er c'hentañ derez.

D ) Re zister holl an anaoudegezh eus ar yezh el lezennoù

Ul lodenn vat eus hor c'hudennoù a zo diwar ar mank a framm lezennel. N'eo ket ar c'helenn yezhoù rannvroel er Frañs ur gwir. Goulenn a ra tud ar vugale ma vo gwellaet al lezenn evit na vo mui ar c'helenn-se ur galloud hepken met ur gwir da vat pa vez trawalc'h a dud o c'houlenn. Evit poent e vez tud ar vugale a c'houlenn digoradurioù klasoù divyezhek a-youl d'ur maer, d'un enseller, d'ur rektor, d'ul laz-kelenn.

Document PDF Dielfennadur dre ar munud.. Source :
kenurzhierez 56 Div Yezh Breizh,kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhoneg er skoliù publik
[ Gwelout pennadoù all Div Yezh Breizh]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons