Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Sommaire -
Lennit Bremañ Gwengolo
Lennit Bremañ Gwengolo ! Brezel Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjaret, boulc'het filmañ eil rummad Leurenn BZH...
Par Olier Ar Mogn pour Pôle Langue Bretonne Skol An Emsav le 8/09/08 9:59

Lennit Bremañ Gwengolo !

Brezel Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjaret, boulc'het filmañ eil rummad Leurenn BZH... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwengolo 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika. A-benn ar 4 a viz Du e vo gouezet piv e vo.

A bep seurt traoù a c'hello levezoniñ an disoc'h... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat.

An heuliad a vo embannet e-barzh niv. miz Here Bremañ.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)
E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.
Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)