Kevre Breizh, kenurzhierezh sevenadurel ar vro, a vod kevredadoù ha kevredigezhioù Breizh enno ouzhpenn 50.000 ezel war bep tachenn, a embann hep termal e skoazell da vBodadeg ar Gouren a zo bet kaset dirak lez-varn Brest dilun a zeu, gant ur gevredigezh parizian a zifenn al loened, dindan digarez ma vez roet ur maout bev d'an hini zo trec'h en tournamantoù bras. Ne oar ket kalz a dra, moarvat, ar gevredigezh-se diwar-benn ar Gouren. Ar Vretoned, int, a oar mat ez eo ar "Maout" arouez ar gourener, ha ne vez ket gwallgaset al loen, met enoret ha graet mat war e dro gant ar gourenerien a laka an enor sportel hag an doujañs evit ar re all e penn araok o sport. Ar pezh zo gwir evit an eneber a zo ken gwir all evit al loen en degouezh-mañ.
Sabatuet e vefe Kevre Breizh ma teufe un treuzkompren hag un implij a-dreuzh eus lezennoù al labour-douar da lakaat e kont ur boaz hag un hengoun a zoujañs evit an den hag al loen, pa vez kemend-all d'ober dre ar bed evit difenn talvoudoù mat ha reizh.