Daou levr ' zo nevez-deuet er-maez gant Mouladurioù Hor Yezh.
War stand Kuzul ar Brezhoneg e vefont kavet e-skeud Gouel al Levrioù e Breizh.
An Dengasaour gant Molière (troidigezh Le Misanthrope) hag A-ziwar Logod ha Tud gant John Steinbeck (troidigezh Of Mice and Men).
An Dengasaour gant Molière:
Kasoni a vag Alceste a-enep an holl dud. Kavout a ra abeg e sioù kement hini en-dro dezhañ, ha prim e tispak e soñj diwar-benn o laoskoni. Karantez a vag evit Célimène koulskoude, anezhi ur fringadell teod fall, prim da zroukkomz diwar-benn pep hini a-drek o c'hein. Hag hon den leun a vertuz hag a enor da ren emgannoù kollet en a-raok, betek ma ranko tec'hel kuit...
Gant ar pezh-c'hoari-mañ e tiskouez Molière an tuioù fall a rene e lez ar roue, ur bedig ma ne veze roet ton nemet d'an digoroù kaer, d'an ardoù... ur vuhez ha na oa ken 'met ur c'hoari koulz lavaret.
Troet e brezhoneg gant Serj Richard.
144 p. ; 11 x 18 cm ;
6 ¤
ISBN : 978-2-85863-168-8
A-ziwar Logod ha Tud gant John Steinbeck:
Foeterien-hent, devezhourien o vont war-lerc'h o boued a ranch da ranch e Kalifornia ar bloavezhioù 1930 eo George ha Lennie. Bihan ha lemm e spered eo an eil, ramzel ha « ganet 'fin ar sizhun » egile. Evel kalz tud evelto emañ e korn o fenn hunvre ur feurm vihan a c'hellfent bevañ didrabas warni. Niverus avat ar skoilhoù war hent ar baradozig-se. Daoust ha dont a raio o hunvre vrav da wir ?
E pennober milvrudet John Steinbeck « Of mice and men », kreñv ha rust e yezh evel buhez kalet an dud a zo ennañ, e vo heuliet planedenn griz hon daou haroz hag hini an tudennoù all, Slim, Candy, Crooks, Curly ar fallakr hag e wreg re goant.
Troet e brezhoneg gant Kristian Braz.
150 p. ; 11 x 18 cm ;
9 ¤
ISBN : 978-2-86863-167-1