Daou levr nevez-embannet gant an Alarc'h a vo kavet war stand Kuzul ar Brezhoneg e-skeud Gouel al Levrioù e Breizh:
Milendall, ur romant gant Yann Fulub Dupuy
& Bizied Eva, ur romant polis gant Katelin Kerisit.
Milendall:
Pa oa bet prenet Maner Traoñaod gant Katelin, ar skrivagnerez vrudet, ne ouie ket pegement e oa he buhez o vont da cheñch, rak en-dro d'ar maner-se e oa ur pezh mell liorzh dilezet. Ha broudet gant ar c'hoant da reiñ he lufr kent dezhi, setu degouezhioù kevrinus da c'hoarvezout, tud souezhus — bet pe o ren — da gemer o lec'h en he bed. Bec'h he devo oc'h en em zibab e milendall he liorzh, hini an amzer, hag hini he buhez.
450 p. ; 12 x 19 cm ;
14 ¤
ISBN: 978-2-916835-52-5
Bizied Eva:
En deroù ne oa bet ganet Eva nemet evit c'hoari ha dizale ez eas ar c'hoari da reuzc'hoari.
Un devezh ne oa nemet un dihued-amzer hag antronoz e oa deroù ul lazhadeg.
Divarrek e vo, siwazh, ar poliser Eganton Kergrist hag e gomper Charles Allbright da lakaat harz e koulz d'an heuliad muntroù.
168 p. ; 12 x 19 cm ;
9,5¤
ISBN: 978-2-916835-53-2
Skignet gant an Alarc'h.