Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Oferenn da vare Nedeleg e brezhoneg e Naoned
Un oferenn e brezhoneg lidet e Naoned d'an 19 aviz kerzu
Par jean raynaudon pour eglise le 18/11/21 10:03

Un oferenn da vare Nedeleg e brezhoneg e Naoned

Abaoe Nedeleg 2019 ne oa ket bet a oferenn e brezhoneg e Naoned. Met, ar bloaz-mañ, o deus divizet daou veleg eus eskopti Naoned lidañ un oferenn da vare Nedeleg e brezhoneg penn da benn. E Chapel an Dinamm, straed Malherbe, e vo : ur chapel eus ar XV vet kanvet savet gant an Dug Frañsez II e koun e vaouez kentañ Marc’harid a Vreizh. Ul lec’h brav-tre hag a zo liammet kreñv gant istor Breizh neuze.

D’ar sul 19 a viz kerzu da 6eur g.m. e vo lidet.

Ambrouget e vo ar c’hantikoù gant an orgraoù.