GAD, DOUX, ALCATEL-LUCENT, CARL ZEISS VISION… Embregerezhioù o vont da get unan hag unan, familhoù ha hiniennoù en argoll o vont d'an deun. War un dro e c'houlenn groñs ar Stad e vefe paeet an ekotaos, un skoilh ouzhpenn d'hon armerzh. Emañ Breizh o c'houzañv p'emeur o virout outi a sevel en-dro.
Pelloc'h ha lezenn griz ar marc'had eo ar Stad-se an hini eo a harz ouzh arc'hantañ hon aveadurioù, a laka ac'hanomp da vlotoù Europa, e-maez ar marc'hadoù, a sav ouzh hon diorren dreist-holl. Dav eo dimp tremen gant nebeut pa vez lakaet dibaboù drastus dimp da dalvezout. Foeltret eo hon tailhoù e raktresoù divent, postet int da voueta ar mekanik Frañs ha meizad ar « Pariz bras ».
Diwar skouer meur a vroad en Europa e rankomp dishualiañ evit mont a-gevret gant kevredad nevez Europa war sevel. Evit-se e tleomp kregiñ ganti war an dachenn. Gant-se, diwar ar raktres Gwened 2014 ez eus tud en em gavet evit kinnig respontoù reizh da ezhommoù pep hini, e stern an dilennadegoù-kêr. Ar spi nemetañ da vont gantañ evit hor pemdez hag hon amzer-da-zont kement-ha-kement. Tud yaouank pe goshoc'h, stagit ganti asambles ganimp, harpit ac'hanomp !
Al lec'hienn : (voir le site)
Evit Gwened 2014,
Bertrand Deléon.