Divi Kervella zo aet d'an anaon, da 60 vloaz

Divi, aet kuit re vuan goude ur stourm a-enep ar c'hleñved e-pad tri bloavezh.
Divi, aet kuit re vuan goude ur stourm a-enep ar c'hleñved e-pad tri bloavezh.

Stourmer, skrivagner, troer, Divi oa un den simpl ha ne glaske ket bout enoret. E obidoù a zo lidet hiziv, gant ar familh hepken, evel oa bet goulennet gantañ. Setu ar pezh a zo bet lavaret diwar e benn gant ofis ar brezhoneg war e lec'hienn :

«Emañ Divi Kervella o paouez mont da anaon goude ur c’hleñved hir. Anavezet mat eo evit e labourioù niverus, e galleg hag e brezhoneg : troidigezhioù saourus, levrioù ledañ deskamant war danvez Breizh, pennadoù skiantel e-barzh ar gelaouenn Hor Yezh da skouer. Anaoudek-kenañ eo Ofis publik ar brezhoneg ouzh Divi Kervella. Adal ar penn-kentañ eus ar pezh a oa da zont da vezañ Ofis publik ar brezhoneg e kemeras ur perzh oberiant er Greizenn-enklask war an Anvioù-lec’h e 1986 hag e 1991 e teuas da vezañ kadoriad anezhi. Tamm-ha-tamm e voe diazezet reolennoù skoueriekaat, embannet geriaouegi. Ur perzh bras, diziouerus, a gemeras Divi en holl labourioù-se. E 2003 e voe embannet ar gartenn-hent vrezhonek kentañ. Aze c’hoazh e voe dibriz e skoazell ha kendalc’het en deus dizehan da sikour skipailh an OPAB. Ambrouget en deus Divi Kervella holl cheñchamantoù ar Greizenn-enklask, tro-ha-tro Servij ar brezhoneg, Ofis ar brezhoneg hag Ofis publik ar brezhoneg. Ezel eus kuzul skiantel an OPAB e oa. Heuliañ a rae pizh labourioù ar framm, dreist-holl war dachenn an anvioù-lec’h hag an anvioù tud. Ouzhpenn d’an dra-se avat e ouie gwazourien an OPAB, re servij ar Glad da gentañ e c’hallent goulenn un ali bennak digantañ atav. Keit ha ma’z eus chomet ur berradig nerzh ennañ en deus kendalc’het d’o skoazellañ, betek n’eus ket keit-se zo c’hoazh. Panelloù divyezhek pe gant anvioù-lec’h brezhonek skrivet en o stumm reizh outo a gaver un tammig e pep lec’h e Breizh hiriv an deiz. Ar pezh a c’hall Yann Vrezhoneger lenn ouzh ar panelloù-se, hep gouzout dezhañ, a zo deuet diwar labour Divi evit ul lodenn gaer. Soñj un den gouiziek, uvel, hegarat ha dalc’hus a chomo ganimp.»

Evit selaou Divi o kuzuliañ al lennerien : (voir le site)

Levrioù embannet :

Skridoù, bannoù-treset ha tresadennoù e meur a gazetenn evit ar vugale pe ar grennarded : Wanig ha Wenig, Cholori, Talabao en o zouez.

Pennadoù evit kelaouennoù : Al Lanv, Yod-Kerc'h hag Hor Yezh.

Ur sell war-dreñv : bloavezhioù 1984 da 1998, gantCorinne Ar Mero, TES, 1998 (ISBN 978-2-9129-0505-5)

Emblèmes & Symboles des Bretons & des Celtes, Coop Breizh, 2000 (ISBN 978-2-8434-6044-9) ; adembannet e 2016 (ISBN 978-2-8434-6817-9)

Geriaoueg luc'hajoù ar brezhoneg, An Alarc'h, 2003 (ISBN 978-2-9520-2382-4)

Geriadur-chakod/Dico de poche, gant Treveur Lezernan ha Marion Gwazhampig, Yoran Embanner, 2006 (ISBN 978-2-9148-5521-1)

Petit guide des noms de lieux bretons, Coop Breizh, 2007 (ISBN 978-2-8434-6302-0)

Guide des drapeaux bretons et celtes, gant Mikael Bodlore-Penlaez, Yoran Embanner, 2008 (ISBN 978-2-9165-7912-2)

Atlas de Bretagne/Atlas Breizh, gant Mikael Bodlore-Penlaez ha Frédéric Le Mouillour, Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2-8434-6495-9)

Atlas des mondes celtiques/Atlas ar bed ketiek, gant Mikael Bodlore-Penlaez hag Erwan Chartier, Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-8434-6693-9)

Le breton/brezhoneg, Assimil, 2014 (ISBN 978-2-7005-0608-2) ; adembannet e 2016 (ISBN 978-2-7005-0723-2))

Légendaire celtique, gant Erwan Seure-Le Bihan, Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2-8434-6772-1)

Troidigezhioù

Astérix hag an distro, René Goscinny & Albert Uderzo — Albert René, 2004 (ISBN 978-2-8649-7164-1)

Ar c'hazh e Breizh, Philippe Geluck & Serge Dehaes — Casterman, 2006 (ISBN 978-2-2033-4092-3)

Nikolazig e brezhoneg, René Goscinny & Jean-Jacques Sempé, IMAV Éditions, 2013 (ISBN 978-2-3659-0085-0)

.
mailboxEnvoyer par courriel imprimerImprimer

Auteur de l'article :

Kerne Multimédia

Doktorez e Skol Veur Roazhon 2 hag e strollad Ermine-CRBC. Kelennerez e lise Diwan Karaez. Blogerez en ABP abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 300 000 gwech. Lec'hiennoù all : Pajenn Facebook Ermine, Tv Bro Kemperle,Tv Lise Diwan.

Vos commentaires :

laou ar spazher
Samedi 6 janvier 2018

Plijadur ha deskadurezh en devoa kaset deomp. Ra vo gwenn e ved.

Naon-e-dad
Samedi 6 janvier 2018

Ne ouien ket Dirvi Kervella, nemet dre ul lodenn eus e oberoù (pennadoù, levrioù, ha me oar-me...)...

Pa veze gwellet ec'h añv ouzh golo levr-mañ-levr e teue fiziañs ennon: sur on e teue brezhoneg brav e-barzh! Da skouer, adnevesaet e oa bet hentenn Assimil gantañ n'eus ket re bell (war lerc'h un embannadur gentañ e 1978 gant Fañch Morvannoù).

Un den desket mat war ar yezh e oa, unan hag a oa e yezh ur skouerenn evit an holl hag roe fiziañs e dazont ar yezh. Hirio ez eo trist ma c'halon pa lennan ez eo hemañ aet d'an anaon...Re abred, kalz re abred....

Anat eo din n'eo ket ar marv nemet ur pazenn da vont pelloc'h evit hon douar-patatez-mañ, en tu all d'hor bed a-vremañ (ma tigarezit rak ar gerioù diresis, ampart-fall a implijan, mes n'eus yezh ebet - nag ar brezhoneg nag hini all ebet - ha ma c'hellfer lâret e doare just ha sur ganti traoù donder ar vuhez..). A-wechoù e soñj din e vo leun a joa ar vrezhonegerion p'en em gavont adarre...e-kreiz al luc'h dispar a zo prometet deomp holl.

Konan kristof
Dimanche 7 janvier 2018

Ac'hanta divi,

E barzh baradoz ar brezhoneg Perrot,lec'hvien,ha pipi Gall person du-man ba n'eviaz a zo a c'hortoz ac'hanout.

A raog pell e vo embannet brezhoneg eviaz,pez hon doa Kroget asamblez.

Ayet mad e vi e baradoz gant an aotrou sant erwan.

Kenavou deuz ar vro wello.

Kristof Konan.

Écrire un commentaire :

Combien font 8 multiplié par 2 ?

Publicités et partenariat