Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Evenement -
WebNoz 9 e-kreiz ar Breizh Touch
WebNoz 9 war-eeun diouzh Pariz d'an 21 a viz Gwengolo, da 8 eur 30 noz E-kreiz ar Breizh Touch Bretoned Pariz zo bet pedet gant Lionel Buannic Diaspora ar Vretoned e Pariz : daoust hag-eñ zo deus an dra-se ? Skignet e vo ar WebNoz war-eeun deus ar C'hae Sant-Bernez, e Pariz,
Par Lionel Buannic pour WebNoz le 20/09/07 16:55

WebNoz 9 war-eeun diouzh Pariz d'an 21 a viz Gwengolo, da 8 eur 30 noz

E-kreiz ar Breizh Touch Bretoned Pariz zo bet pedet gant Lionel Buannic

Diaspora ar Vretoned e Pariz : daoust hag-eñ zo deus an dra-se ?

Skignet e vo ar WebNoz war-eeun deus ar C'hae Sant-Bernez, e Pariz, e-kreiz ar Breizh Touch. Mont a raimp da saludiñ Bretoned Pariz. Goût 'rit-c'hwi pet brezhoneger zo e Pariz ? Peseurt buhez 'deus ar brezhoneg enno ? 'Blam 'betra 'fell da lod kaozeal brezhoneg e Pariz ? Penaos 'mañ kont gant ar skol Diwan staliet straed Liancourt ? Ha bezañ zo deus un «diaspora ar Vretoned» du-hont ? Sell aze un nebeud goulennoù a vo savet ouzh un dousennad Bretoned gant Lionel Buannic. Degas 'raimp un tamm deus Breizh ganeomp, pa 'c'h eo Annie Ebrel a ray ar veaj ganimp, ha pa vo skipailh Leurenn Breizh o kinnig o rummad filmoù-berr nevez-flamm. Iwan B, ar soner rap yaouank, a adkavo 'c'hanomp war blas. Dao de'I evit eil koulzad WebNoz !

Evel bewech e c'hallo ar surferien sevel o goulennoù diouzhtu, a-raok an abadenn memes, war hol lec'hienn www.brezhoweb.com, ha kas o goulennoù war-eeun d'an dud pedet e-kerzh an abadenn. KASIT HO KOULENNOÙ DEOMP DIOUZHTU WAR FOROM BREZHOWEB.COM ! War 3 lec'hienn e vo skignet an abadenn, da nebeutañ : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr

O kemer perzh e WebNoz Pariz e vo ivez : Annie Ebrel Iwan B