D'ar Sadorn 24 a viz Du e oa bet sinet gant Christian Calvez, maer Plouvien, ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag izili ar C'huzul-kêr.
Votet e oa bet gant ar gumun, e miz Mae 2007, mont a-du gant raktres ar garta ha dibabet e oa bet al label 2 gant 12 ober da vezañ graet a-benn 3 bloaz. N'eo ket bet gortozet deiz lid-sinañ ar garta evit kregiñ gant al labour, pa ouezer e oa bet skoazellet an holl genwerzhourien da gaout panelloù e brezhoneg en o stal gant ar gumun c'hoazh.
Ouzhpenn staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun e oa bet dibabet sevel kartennoù-pediñ divyezhek ha lakaat ur c'hemenn e brezhoneg war responterez an ti-kêr. Gant 3 ober all dibabet e vo labouret dreist-holl war banellerezh divyezhek ar gumun. Kefridiet e vo an Ofis da studiañ anvioù-lec'h ar gumun ivez. Plouvien a skoazello ar c'helenn brezhoneg, evel ma ra dija, dre reiñ skoaziadoù arc'hant, pe dre ur skoazell deknikel, d'an hentad divyezhek a zo er gumun. (E Plouvien e kaver 12% eus ar vugale skoliataet er gumun en hentad divyezhek). Kemer a raio perzh hiviziken er c'houlzad brudañ bloaziek evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Annezidi ar gumun a c'hello kaout digant an ti-kêr teulioù melestradurel divyezhek hag eurediñ a c'hellint e brezhoneg mar fell dezho.
Bro Vrest a zo gant bro Dreger ha Goeloù unan eus ar broioù (Voynet) gant an niver brasañ a gumunioù bet sinet ganto ar garta Ya d'ar brezhoneg.