Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Un tweet bet kaset n'eus ket keit-se !
Un tweet bet kaset n'eus ket keit-se !
- Communiqué de presse -
Peder sulvezh manifestiñ e Pariz a-enep ar gouarnamant
Emglev An Tiegezhioù a c'halv da vanifestiñ e brezhoneg e Pariz evit ar beder sulvezh manifestadegoù a vo eno a-enep ar gouarnamant. D’ar meurzh 14 a viz Genver, pemp devezh a-raok
Gwilmod Tepod pour EAT le 14/01/14 21:30

Emglev An Tiegezhioù a c'halv da vanifestiñ e brezhoneg e Pariz evit ar beder sulvezh manifestadegoù a vo eno a-enep ar gouarnamant.

D'ar meurzh 14 a viz Genver, pemp devezh a-raok ar vanifestadeg a-enep lazhadeg ar babigoù (220.000 bep bloaz e Frañs), en doa diskleriet F. Hollande emañ evit mont pelloc'h c'hoazh war hent “Kevredigezh an Ankou” (frankizaat c'hoazh an diforc'hañ bugale, mirout ouzh difennerion ar vuhez da enebiñ dre ul lezenn arbennik, a-du eo gant an helazherezh, lemel a ra an 30 miliard digant an arc'hoproù-tiegezh, ha kement 'zo ! Bep sizhun ez a larkoc'h ar gouarnamant war hent distruj ensavadur an Tiegezh ha lezennoù enep natur a bep seurt…

E 2013 e oa bet pezhioù manifestadegoù a-enep lezenn Taubira da zinaturelaat c'hoazh an euredoù sivil o reiñ ar gwir-se d'ar pared heñvel o rev.

E 2014 ez eus peder diskeladeg vras a zo rakwelet, hag a c'hoarvezo an eil warlerc'h eben d'ar sul :

- d'an 19 a viz Genver : A-du gant ar vuhez, a-enep an difroc'hañ-bugale. Ur bern broioù a zistro er mare-mañ war an touell se eus '68 : Spagn, ar Rouantelezh Unanet, Sveden, Alamagn, Lituania, Rusia, hag all hag all…

- d'ar 26 a viz Genver : “Deiz ar Gounnar“, a-enep ar gouarnamant, hag a vodo koulz katoliked ha Bonedoù-ruz, koulz micherourion, patroned bihan artisaned ha kement 'zo : Civitas, Dieudonné, hag all, hag all…

- d'an eil a viz C'hwevrer : Ar Manif 'vit an Holl a c'houlenno adarre ma vo dilammet lezenn dinatur Taubira ;

- d'an dek ez eo an AGRIF, a-enep ar spered angristen a lusk ar gouarnamant. A-enep an tiegezhioù da gentañ penn….

Diouzh Landerne e vo izili eus EAT o loc'hañ d'an eil a viz Genver . Plasoù a chom c'hoazh : 0676562819. mailto: eat [at] orange.fr (voir le site)

Voir aussi :
Emglev An Tiegezhioù
Gwelout pennadoù all EAT
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons