Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Lig Breizhat Mell-droad Gouezelek : krouet eo !
O reiñ lañs da lig Breizhat ar Mell-droad Gouezelek emeur o tremen d'ul live all evit diorren ar mell-droad gouezelek er vro, ur sport a orin iwerzhonat a zo deus outañ abaoe 10 bloaz e Breizh. O vrudañ ar sport kelt dibar-se en deus c'hoant al Lig Breizhat Mell-droad Gouezelek da aozañ e ziorren ha dre-se dont da vezañ un aktour war dachenn ar sport met ivez war hini ar sevenadur e Breizh. Ur c'houlzad entanus an hini eo a zo o kregiñ ganti, gant digoradur daou glub nevez, e bro Dreger hag e Gwened, ha dreist-holl gant anaoudegezh istorel hor sport gant an akademiezh, pezh a ra danvez gwirion er vachelouriezh deus outañ evit ar wech kentañ.
Ronan Kerléo Par Ligue Bretonne de Football Gaélique le 12/11/08 5:59

O reiñ lañs da lig Breizhat ar Mell-droad Gouezelek emeur o tremen d'ul live all evit diorren ar mell-droad gouezelek er vro, ur sport a orin iwerzhonat a zo deus outañ abaoe 10 bloaz e Breizh. O vrudañ ar sport kelt dibar-se en deus c'hoant al Lig Breizhat Mell-droad Gouezelek da aozañ e ziorren ha dre-se dont da vezañ un aktour war dachenn ar sport met ivez war hini ar sevenadur e Breizh. Ur c'houlzad entanus an hini eo a zo o kregiñ ganti, gant digoradur daou glub nevez, e bro Dreger hag e Gwened, ha dreist-holl gant anaoudegezh istorel hor sport gant an akademiezh, pezh a ra danvez gwirion er vachelouriezh deus outañ evit ar wech kentañ.


Ur sport dibar o tont deus Iwerzhon

Evit an dud n'anavez ket ar melldroad gouezelek, eo ur sport bolotenn anezhañ, c'hoariet vez gant an daouarn hag an treid, n'eus ket kalz a stokoù korf, dre-se e vez lakaet ar c'hoari a-stroll hag an argad en a-raok. Stumm un H a zo gant ar palioù e-giz evit ar Rugbi, met ur roued a zo da lodenn traoñ ar palioù memes tra, da lâret eo ez eus daou zoare da lakaat poentoù : o kas ar volotenn a-us d'ar varrenn-dreuz, evit kaout ur poent, pe dindan, pezh a zigas tri foent.

Kaset war-raok ma 'z eo bet ar sport-se en Iwerzhon azalek 1884 gant ar Gaelic Athletic Association, eo bet gwelet e Breizh evit ar wech kentañ e 1998 gant krouidigezh daou skipailh, e Brest ha goude e Roazhon. Diwar youl Iwerzhoniz da gentañ eo bremañ Bretoned an hini eo, paket anezho gant ar sport-se, a ra war dro e ziorren.

Dister e chom diorren ar sport-se evit poent, met dibar eo ar stuzioù- se memes tra peogwir, betek-henn, ne oa nemet Iwerzhoniz an diaspora a rae war-dro kluboù peurrest ar bed.

Gant lañsamant al Lig Breizhat Mell-droad Gouezelek, d'an 28 a viz Even tremenet da-geñver gouel La Gallésie en Fête, e Mousterfil, e vo tu fonnusaat an emsav-se a-benn ober deus ar mell-droad gouezelek ur gwir sport a-stroll breizhat.


Ur c'hampionad Breizh, 6 skipailh anezhañ er c'houlzad-mañ

Ne oa nemet 4 skipailh e Breizh o anv lakaet en tournamantoù en daou goulzad tremenet, ha bremañ vo 6 a drugarez da grouidigezh daou skipailh all e korf an hañv : e bro Dreger hag e Gwened. Kalz muioc'h a lañs a vo gant an tournamantoù a-benn bremañ.

Aozet eo kampionad Breizh diwar tournamantoù aozet anezho gant pep a glub. Eno vez bodet an holl skipailhoù bep taol. Setu da heul deiziadur koulzad 2008 / 2009 :

Sadorn 13 a viz Kerzu – tournamant Naoned ;
Sadorn 14 a viz C'hwevrer – tournamant Gwened ;
Sadorn 14 a viz Meurzh – tournamant Brest ;
Sadorn 25 a viz Ebrel – tournamant bro Dreger ;
Sadorn 16 a viz Mae – tournamant Liverieg.

Lakaet vo un harzh d'ar c'houlzad gant daou dournamant ispisial : un tournamant Beach Gaelic e Pornizhan e penn kentañ miz Even, hag erfin, tournamant Mousterfil a zo deuet da vezañ hengounel, hag a vo er bloaz-mañ d'ar sadorn 27 a viz Even, da geñver gouel La Gallésie en Fête. Klask a raio skipailh Liverieg, gounit en dro lore pal Breselien, gounezet gantañ e miz Even 2008.


Un anaoudegezh istorel gant servijoù an akademiezh

An eil keloù a-bouez ruz a zo er mare-mañ diwar-benn ar mell-droad gouezelek e Breizh, eo eo bet lakaet hor sport, evit ar wech kentañ war roll an akademiezh an danvezioù degemeret da arnodenn er vachelouriezh.

Buanoc'h c'hoazh ez aio war raok hiviziken al labour kaset da benn gant un nebeut kelennerien sport da lakaat ar melldroad gouezelek diouzh ar c'hentelioù sport.

Mont a raio ivez al lig Breizhat Mell-droad Gouezelek asambles gant an UNSS hag an UGSEL da reiñ un tañva d'ar sport-se d' an niver brasañ a gelennerien sport, da zeskiñ dezho ar c'hlok ha dudius a sport-se. Evit kement-se e vo dalc'het ur stummadur pleustriñ d'ar sadorn 15 a viz Du e Gwened (azalek 9e30 – tachenn sportoù Foso – bali Paul Cézanne). Digor d'an holl eo, ha kaset en dro gant stummerien deus Iwerzhon. Un digarez a vo ar stummadur-se d'en em vodañ e-touez tud c'hoant ganto gwelet kreskiñ an niver a skipailhoù nevez e Breizh, pe c'hoazh e c'hello ar gelennerien sport ober anaoudegezh don gant ar sport-se a-raok gellet degas anezhañ ganto en o c'hentelioù


Ur c'hrogad sevenadurel

Ma 'z eus gellet gwriziennañ ar melldroad gouezelek abaoe 10 vloaz e Breizh, eo dreist-holl a-drugarez da dudi ar Vretoned ouzh ar sevenadurioù keltiek, a-drugarez d' an oberourien sevenadurel breizhek ivez avat, a zo aet un tamm mat a-du gant ar gwriziennañ-se.

Evel-hen, diwar skouer ar Gaelic Athletic Association hag abaoe e grouidigezh, en deus ul lod bras e buhez ar sevenadur iwerzhonek; al lig Breizhat Mell-droad Gouezelek zo e sell bezañ oberour ha kaout muioc'h-mui a berzh e buhez sevenadurel breizhek, o vont a-du gant an eskemmoù sevenadurel hag all, kement e Breizh hag en diavaez.

Meur a skipailh melldroad gouezelek o doa bet perzh e miz Mae 2008 er Redadeg da skouer, ma redjod a bep eil a-benn brudañ ar brezhoneg ha kement all da geñver fest 30 vloaz Diwan bet da heul ivez.

Sinet e voe abaoe, karta Ya d'ar Brezhoneg gant al lig Breizhat Mell-droad Gouezelek hag ezel eo eus kevrenn Sport & Jeux eus Skol Uhel ar Vro. Ouzhpenn eo bet choazet festival Mousterfil, pouezusat lec'h e-keñver an darvoudoù sportel ha sevenadurel breizhek ha keltiek, a-benn reiñ lañs d' al lig-se. Lakaet ez eus emgav eno ha bep bloaz diwar-vremañ, evit derc'hel emvod meur al lig.


Daremprediñ

Evit adkavout an holl ditouroù a-zivout al lig Breizhat Mell-droad Gouezelek, ar c'hluboù breizhat hag an nevezentioù e-keñver ar mell-droad gouezelek e Breizh dre vras, sed amañ dindan ul lec'hienn internet hag a zo o paouez bezañ digoret : (voir le site) . Teiryezhek galleg-brezhoneg-saozneg e tlefe bezañ, a-bazennoù.

Setu ar Burev diwar an Emvod Meur kentañ :

Prezidant : Ronan Kerleo 06 64 12 24 26
– ronan.kerleo [at] footballgaelique.com

Sekretour : Gaëtan Danet 06 73 90 77 52
– gaetan.danet [at] gmail.com

Teñzorour : Pierre Le Cointe 06 77 19 29 41
– pierre.le.cointe [at] gmail.com

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1144 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons