Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
skol
skol
- Communiqué de presse -
Goulc'han Kervella hag ar rektordi : ha mallozh ruz .. da biv ?

Prest e oa al levr, kinniget 1300 euro d'ar skrivagner evit ma vefe tennet e levr prest da embann, ha serret neuze beg an arzour meur. Beg Goulc'han ?

Fanny Chauffin pour FC le 6/02/16 15:50

Prest e oa al levr, kinniget 1300 euro d'ar skrivagner evit ma vefe echu an istor, ha serret beg an arzour meur. Ha d'ho soñj e vefe bet ar peoc'h war lerc'h ? Blev !

Gant ur vouezh sioul ha seder evel boaz e tispleg Goulc'han penaos oa bet nac'het dezhañ embann al levr, a oa prest koulskoude, ur romant evit ar yaouankiz, gant ar rektordi. Abalamour da betra ? Anv Roparz Hemon oa e-barzh. Mallozh Doue ! Pegen mezhus eo, lakaat anv un den a zo bet skrivagner, yezhour, troet gantañ ur bern oberennoù, impliijet e c'heriadur e pep klas divyezhek publik... Neuze eo erru poent da dennañ eus program galleg al liseidi "Voyage au bout de la nuit" hag ivez ar vreudeur Lumière eus studioù kleweled, ha ....

Evit selaou Goulc'han, setu al liamm, ha trugarez da Dudi Crequer evit an atersadenn ;

(voir le site)

Voir aussi :
mailbox
Vos 16 commentaires
  Pôtr ar skluj
  le Dimanche 7 février 2016 04:01
Je suis le premier à cracher sur Céline et compagnie, alors les petits textes de propagande moralisatrice en faveur des fascistes bretons, il y en a vraiment plus qu'assez !
(0) 
  Pôtr ar skluj
  le Dimanche 7 février 2016 16:03
Petit correction : Roparz Hémon était plutôt nazi que fasciste.
(0) 
  yanneutch
  le Lundi 8 février 2016 12:53
C'est un jugement bien hâtif ; des preuves, Pôtr prokulor ?
(0) 
  Frédéric Minard
  le Lundi 8 février 2016 13:51
Ne gomprenit ket. N'eo ket dre enebiezh ouzh Roparz Hemon pe an enebiezh-se zo a eil renk en afer-se. An enseller a fell dezhañ gwareziñ kelenn ar brezhoneg evit ma na c'hellfe ket bezañ taget ar pezh a vez graet e brezhoneg e-keñver ar Republik. Pa soñjer er pezh a c'hoarvezas tro ar bloavezh 2000 eo furoc'h chom hep menegiñ anezhañ. Marteze e teuio ur c'houlz ma c'hellimp ober anv eus RH e kelenn ar brezhoneg met re dener eo evit poent.
Forzh penaos e cheñcho an enseller a-benn un hanter-vloaz. Marteze e vo souploc'h an hini a zeu.
(0) 
  marc patay
  le Lundi 8 février 2016 17:33
Cela ne tracasse nullement le rectorat de barrer Hamon pour son collaborationnisme, il n'en fera pas de même avec Cocteau, Marceau, Duras et des milliers d'autres dont le comportement a été trouble pendant cette guerre. Ce que reproche l'Etat français à Hémon c'est surtout d'avoir défendu mordicus la culture bretonne à cette époque. Je me suis donné la peine de lire sa biographie et je n'ai rien trouvé de scandaleux, vu le contexte; donc personnellement, je me fiche du point de vue de ses contempteurs et je lis ses bouquins. Il faut préciser que les Bretons ne sont pas bien courageux à son endroit et préfèrent ne pas en parler, d'accord avec le Télégramme et Ouest pionce, ni courage, ni virilité ...
(0) 
  Pôtr ar skluj
  le Lundi 8 février 2016 20:44
"Je me suis donné la peine de lire sa biographie et je n'ai rien trouvé de scandaleux"
Être antisémite n'a rien de scandaleux ? Collaborer avec les nazis n'a rien de scandaleux ? Vous avez de bien curieuses conceptions morales. Roparz Hémon n'a jamais défendu la culture bretonne puisqu'il la méprisait. Il lui préférait des délires mystiques néo-païens totalement dépourvus d'intérêt qu'il transcrivait dans un breton maladroitement calqué sur le français. Il était par ailleurs dépourvu de tout talent littéraire.
(0) 
  Pôtr ar skluj
  le Lundi 8 février 2016 20:46
Le plus amusant dans toute cette affaire, c'est la posture du grand artiste breton subversif qui chouine pour recevoir des subventions.
(0) 
  Niko el Chingador
  le Mardi 9 février 2016 14:48
Ce que veux l'Etat français c'est semer la zizanie entre les Bretons, diviser pour mieux régner en somme. Et au vu des commentaires postés on peut dire que le pari est réussi. En même temps le jeu est aisé, nous Bretons sommes INCAPABLES d'union! Nous sommes notre propre perte.
(0) 
  yanneutch
  le Mardi 9 février 2016 17:30
Le procureur Skluj nous fournira-t-il la preuve de ses allégations ?
(0) 
  Metig
  le Mardi 9 février 2016 18:14
Ma doue, S'unir pour défendre un ancien collaborateur nazi ? ah oui... la belle époque où l'on ne voyait qu'une seule tête hein Niko ! rappellons que les bretonnants ont un cerveau ! Mais que souvent ils oublient qu'ils ont une langue en-dehors de celle formatée que l'on voudrait leur imposer en tête du beau petit rayon minorités dans le petit comité subventionnarisé. Prends ton ptit gwenneg mon bidourig ha peoc'h...
On en voyait chez les bretonnants qui contestaient la tête haute l'appelation Roparz Hemon pour un collège il y a moins de 20 ans. Parmi eux aussi des descendants de résistants ou de ceux qui ont subi la terreur boche. Aujourd'hui ils subiraient plus vite et plus fort encore des invectives nationalistes en galleg flour comme "traitre jacobin" ou "ennemi des bretons" sic...
Liberté d'expression dans le mouvement breton ? Frankiz da zispakañ = da c'hastiñ !
Ouverture des dossiers qui fâchent comme l'héritage gwalarn et breiz atao pour ne citer qu'eux ? Digeriñ an dossieroù = nitra toud !
Le fameux ennemi de la langue bretonne est bien dans la place, il ressemble toujours à Hémon, Mordrel ou Lainé et il méprise le seul breton légitime, celui du peuple.
Goulc'han Kervella, gra ma vo amzer dudius ganeoc'h en-pad ho retred ! Labour vad peus great, gant nerzh ha feiz, evit difenn Perrot zoken poent zo bet.
(0) 
  Pôtr ar skluj
  le Mardi 9 février 2016 21:52
Il faut aussi exclure Roparz Hémon de l'enseignement du breton par un simple soucis d'hygiène de la langue : son breton est trop contaminé par le français et ne peut former que de mauvais bretonnants. Mais pour tout dire, je n'aurais rien contre les amateurs de Roparz Hemon (ils ont le droit de se faire du mal et même Tolkien a des lecteurs), si l'emzao abjurait son idéologie. Mais les militants bretons sont fidèles à l'idéal totalitaire de la création d'un homme nouveau au moyen d'une langue nouvelle : le néo-breton.
(0) 
  fanny chauffin
  le Mardi 9 février 2016 22:43
Ne gomprenan ket perak ne ya ket war raok ar preder abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù war sujed Roparz Hemon. Ne oa ket un ael, anat deoc'h, met un diaoul ? Kenlabouret en doa gant an Alamanted war ur radio e brezhoneg, paeet en doa un dlead : 10 vloavezh "indignité nationale". Ha neuze ? Hiziv an deiz ne vefe ket kement a dud o komz brezhoneg ma ne vefe ket bet graet gantañ geriadurioù, yezhadurioù, pezhioù c'hoari, danevelloù. Hag eñ e vez tennet eus lennegezh bro C'hall Celine, Lumière, hag ur bern tud all ? Ur fed istorel hag ur fed lennegel a zo da zispartiañ amañ. An neo-vrezhonegerien n'int ket holl strobinellet na faskourien, nag o komz ur yezh nevez. Hag evidoc'h e vefe bet gwelloc'h chom hep daremprediñ e brezhoneg, evel holl pilpouserien, pismigerien ha bleñjerien al listenn-mañ ? En un tu eo brav da welout, hag en un tu all eo spontus !!! Pegoulz e vo ar Vretoned gouest da sevel un dazont evit o yezh, gallout he skrivañ, ha komz ur brezhoneg aes da gompren evit an holl rummadoù oad ???
(0) 
  Pôtr ar skluj
  le Mardi 9 février 2016 23:15
Il y a une grosse différence entre Céline et Roparz Hémon. Céline n'est qu'un écrivain dont chaque francophone est libre ou non d'aimer le style (pour ma part il m'ennuie). On peut dire tout le dégoût qu'inspirent ses opinions sans se faire traiter d'ennemi de la France. Il n'a pas inventé le français et ce n'est pas le gourou idéologique de la France. Alors qu'on ne peut critiquer Roparz Hémon sans se faire traiter de mauvais Breton, qu'il est l'inventeur du néo-breton et que cette langue synthèse est le reflet de son idéologie, laquelle sert toujours de boussole à l'emzao.
(0) 
  Rafael Urien
  le Mercredi 10 février 2016 01:49
Dedennus e hañval bezañ pezh a lavarit, Metig. Ha gallout a rafec'h treiñ mar plij, evit ma c'hallfe an holl kompren ho tegasadennoù ? Trugarez deoc'h en a-raok.
(0) 
  Frédéric Minard
  le Mercredi 10 février 2016 13:21
Lennit "Breiz Atao" gant Sébastien Carney, nevez deuet er-maez hag e welot ez a un tammig donoc'h ar preder eget ar pezh a ginnigit holl amañ.
Deskiñ a reer penaos e oa Morvan Lebesque unan entanet gant an naziegezh da gentañ gant Parti de la Bretagne Intégrale, ha deuet da vezañ un ikonenn eus an tu-kleiz war-lerc'h, ha penaos e oa enebet Mordrel ouzh ar faskouriezh ha muioc'h intret gant ar personelouriezh da gentañ, levezonet gant ar varksouriezh ivez, er c'hontrol da Lamour da skouer. Penaos an holl a oa tost ouzh yuzevien, ouzh komunourien ha resistanted.
Kenlabouret o deus gant an Alamanted evit ar pezh a soñjent bezañ brasañ mad ar brezhoneg ha Breizh ha war an dachenn a oa o hini hepken : ar yezh hag emrenerezh Breizh. C'hoari a raent ur jeu doubl. Faziet e oant ha paeet o deus o fazi. Kement-se ne dalvez ket e oant nazied gounezet gant ideologiezh Hitler evit kelo. Klask a raent an efedusted ha mall a oa warno tennañ splet eus an holl situasionoù evit ar yezh. Kement-all o doa klasket ober gant ar Stad c'hall a-raok ar brezel, ha kement-all o dije graet ma vije bet an URSS pe an Amerikaned o ren er vro. Arabat barn diouzh ar pezh a anavezomp hiziv hag a oa dianav d'ar c'houlz-se.
Amañ e tiskouezit holl live izelañ ar preder gant o "c'hategorioù" Café du Commerce. Ur vezh !
(0) 
  AFB-EKB
  le Samedi 20 février 2016 00:02
A-du penn-da-benn gant al lavarioù Fanny Chauvin ha Frederik Minard.
Para sonj Pôtr ar Skluj deus doareoù-ober Fanch Mitterand , chomet mignon bras gant an hini n'eus kaset ar yuzevien d'ar maro (Bousquet) hag un hini all a oa ur wir krapul hep kontañ gant tout ar stourmerien aljerianek en doa kondaonet d'ar maro en amzer he oa ministr ar justis 'pad ar brezel Aljeria ? Ha koulskoude, n'eus ket pell 'zo, ni hon eus klevet pennoù bras Bro C'hall o kanañ meuleudi evitan war ar skrammoù hag er radiooù.
Evit ar pezh a sell deus dazont ur yezh , Pôtr ar Skluj a renkfe gouzout , memestra, ar Finneg a-vreman a zeu wareeun deus ar C'hallevala hag a oa un oberenn "chimik " penn-da-benn. E c'heller lavarout memestra evit an Nynorsk , unan eus an tri langaj implijet, hiziv an deiz, e Bro Norvej.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 9 ?