Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Gouel Kala-Mae - Gouel Barr-Mae
Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer : D'ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d'an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int
Bertrand Deléon pour BEMDEZ le 11/04/07 23:40

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer :

D'ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d'an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.

Èl ma vez bep blez e raimp ur valeadeg en ur glevet barzhonegoù a-zivout ar gwez e hengoun ar broioù keltiek, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

An deiz kent (ar Lun 30 a viz Ebrel) :

An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, brezhonegerion razh, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ Arrazon (get Patrick Drean). Lakaet eo bet an tolp da 7 e. 30 g.m. en davarn « Le Timonier » e diaz ar vourk. Soñjit degas un droc'hell geneoc'h !

D 'ar Meurzh 1 ñ a viz Mae :

· emgav da 10 e. 30 er parkva a-raok Beg an Arrazon.

· baleadeg ár-dro ar Baludenn hag ar Voustoer, lennadennoù ha barzhonegoù ; pred er maezioù, kasit ho poued ganeoc'h.

· 4 e. 00 g.m. : lomm aveit achuiñ an dro-vale.

Digoust. Degasit barzhonegoù ha benveger mar karit.

Aozet get Bemdez

Ti ar c'hevredigezhioù / 6 straed ar Govuerezh

56 000 GWENED – Pgz 06 11 51 43 15.

Cet article a fait l'objet de 1026 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons