Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
François Hollande : treitour, mallozh dit !
Nevez ‘zo hon eus klevet ne vo ket kemmet ar Vonreizh evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù « rannvro ». Gant se ne vo ket posubl d’ar Stad
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 18/03/13 21:26

Nevez 'zo hon eus klevet ne vo ket kemmet ar Vonreizh evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù « rannvro ». Gant se ne vo ket posubl d'ar Stad C'Hall peursinañ karta Europa ar Yezhoù Minorel.

Fellout a ra da strollad Ai'ta ! diskuliañ emzalc'h François Hollande hag e vinistred a-orin deus Breizh : treitourien int rak embannet o doa war ar groaz da vare koulzad-kaballiñ 2012 e vefe peursinet ar Garta (promesa niverenn 56 : « Me a lakaio karta ar yezhoù rannvro ha minorel da vezañ peursinet. ») Treitourien int d'ar Vretoned rak tomm eo kalonioù tud hor bro ouzh ar brezhoneg hag ouzh hor sevenadur. Ar bolitikourien-se ne dalvezont ket gwelloc'h eget Nicolas Sarkozy p'en doa eñ prometet e vefe votet ul lezenn da reiñ ur statud d'ar yezhoù « rannvro », ar pezh ne oa ket bet doujet kennebeut all.

Gant an drubarderezh nevez-se ez eus bet diskouezet deomp, ur wech ouzhpenn, penaos ne c'hell kontañ ar Vretoned nemet war o nerzh dezho o-unan, ha ne vo nemet ar stourm a c'hello reiñ un dazont d'hor yezh. Gervel a ra Ai'ta ! neuze an holl dud a fell dezhe e chomo bev ar brezhoneg da stourm dre an holl zoareoù posubl, ha re an disentidigezh sivil en o zouez, evit ma vo anavezet ha doujet er gevredigezh a-bezh hor yezh hag ar re a gomz anezhi.

Voir aussi :
Vos 3 commentaires :
Patrick Yves GIRARD Le Lundi 18 mars 2013 22:57
Piv en-doa kredet e talveze ar re-se muioc'h eget ar-re tremenet?
(0) 

Denez Pichon Le Mardi 19 mars 2013 19:45
Promesaoù toull evel flouradennoù
Komzoù flour da rastellat mouezhioù
Ministred vevelek o serriñ o genoù
Treitourien Breizh liperien enorioù
Hag ar Vretoned evel leueoù
Testoù habask dismantr hor yezhoù
(0) 

Yann Maneguen Le Mardi 19 mars 2013 21:55
da Patrick Yves Girard : Kevre Breizh.
Ar vanifestadeg e Kemper bloaz \'zo a oa evit gwerzhañ hor mouezhioù en eskemm eus promesaoù toull a-berzh ar frank-mason PSF Jean-Yves Urvoas. Hennezh a zo c\'hwen en e loeroù bremañ.
Lous eo ar politikerezh, me \'lar dit !!
Ret e vo da Aïta sonjal en em harpañ war ur strollad politikel dezhañ e-unan evit chom kempoell, unan broadelour ha neptu mod all.
Rak gwir eo n\'heller kontañ war strollad gall ebet na zoken war strolladoù sañset breton hogen gwerzhet-naet d\'ar c\'hallaoued evel UDB e kazel-gae gant ar PSF.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons