Abadennoù Fubudenn e miz Even e bro an Oriant

Publié le 14/04/12 15:06, dans Agenda par Fanny Chauffin pour ABP

Kinnig a ra ar strollad Fubudenn ur pezhig c'hoari 40 mn e brezhoneg, anvet " Kurunennoù ar rouanez ", istor ur paotr, Honza, a glask gounit arc'hant o c'hoari gant ar rouanez. Ma vo trec'h, 300 kurunenn aour, ma ne vo ket … soudard ar rouanez e vo e-pad 20 vloaz. C'hoariet oa bet 8 gwech e Kemperle, Tremeven, Banaleg, Ar Zent. Gwelloc'h eo ober un abadenn evit ar re vihan, hag unan all dirak ar re vras CP/CM2.

Digoust eo an abadenn, difrejet e vez an dud evit an hent graet (war dro 30/50 euro hervez an hent) ha ma vez un dra bennag da zebriñ pe da evañ goude an abadenn, n'eo ket falloc'h.
Gallout a raio ar strollad c'hoari :

d'ar gwener 8/6 da 10e30
d'ar gwener 15/6 da 10e30
d'ar gwener 22/6 da 10e30
d'ar gwener 29/6 da 10e30

Erruout a raio ul lodenn eus ar strollad (5 den en holl) da 9e evit staliañ ar sal (4m/4m), an dafar hag an dilhad. Simpl-tre eo. N'eus ket ezhomm a dredan. Komzet e vo e brezhoneg gant nebeut a c'herioù eus Roumania (" Djindobre " a dalv " Demat ", ha " Dobry Notz " a dalv " Noz vat "...). Moaien vo deskiñ an div sonenn ivez : unan e roumaneg, berr a-walc'h hag eben e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc'h : 02-98-71-74-94 / 06 79 14 96 87 pe taolkurun [at] laposte.net

Voir aussi : Un moment de pure magie qui va s'éteindre ? La fin du festival du Pont du Bonhomme par Fanny Chauffin

mailboxEnvoyer par courriel imprimerImprimer
Cet article a été lu par 591 personnes et fait l'objet de likes, commentaires et partages sur Facebook

Auteur de l'article :

Fanny Chauffin

Doktorez e Skol Veur Roazhon 2 hag e strollad Ermine-CRBC. Kelennerez e lise Diwan Karaez. Blogerez en ABP abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 300 000 gwech. Lec'hiennoù all : Pajenn Facebook Ermine, Tv Bro Kemperle,Tv Lise Diwan.

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

Bien cliquer sur le bouton JE SUIS PAS UN ROBOT. Le trolling est interdit ainsi que les attaques personnelles ou tout ce qui est contraire aux lois en vigueur !

Publicités et partenariat

pub
pub