Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Deus ar saozneg d'ar brezhoneg
Deskiñ treiñ ur pezh-c'hoari berr e brezhoneg DIWAR AR SAOZNEG Ur staj kinniget gant Blaz Bazhvalan e Landerne Making it Home zo ur pezh c'hoari berr skrivet evit ar radio hag al
Kristian Le Bras Par Blaz Produktion le 15/09/11 10:13
Penn-kentañ ar pezh-c'hoari e saozneg (skignet war RTE e 2007) RTE/G.McDonnell

Deskiñ treiñ ur pezh-c'hoari berr e brezhoneg DIWAR AR SAOZNEG

Ur staj kinniget gant Blaz Bazhvalan e Landerne

Making it Home zo ur pezh c'hoari berr skrivet evit ar radio hag al leurenn gant an Iwerzhonat Gerry Mc Donnell. Ur wech troet e brezhoneg e vo leurennet ar pezh (2 zen e-barzh) gant ar strollad Mat ar Jeu (B Simon-YE Jourdan) ha mouezhiet evit ar radio (RCF-Radio an Aodoù ha pelloc'h).

Pal ar stummadur/stalig-labour vo neuze lakaat an destenn e brezhoneg dre ul labour a-stroll etre ar stajidi koulz ha gant an aktourien, gant palioù resis da dizhout.

D'ar Sadorn 8 a viz Here e vo dalc'het an devez-labour kentañ e Landerne, Sal Kerne, Kae Kerne (14.00-19.00). Digoust e vo ar prantad-se. Gwelet vo goude penaos aozañ al labour. Evit ma vefe frouezhus an devezh-se e vefe mat d'ar re dedennet bezañ boulc'het troidigezh senenn gentañ ar pezh : (voir le site) , lennet aketus da vihanañ, hag bezañ en em soñjet dija penaos mont ganti. Kaout ul live saozneg ha brezhoneg apeupre ivez.

Titouroù/testenn digant Kristian ar Braz, Blaz Bazhvalan : krisbraz [at] free.fr / 02 98 21 30 59

(voir le site)

Voir aussi :
Troour, stummer, realisatour, skriver, animatour radio
Gwelout pennadoù all Blaz Produktion
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons