Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
BERZH BRAS GOUEL AI'TA ! 2013
Plijadur a zo bet forzh pegement disadorn da noz dindan ti-kêr Brest evit gouel Ai’ta ! evel bep bloaz. Niverus e oa an dud deuet da gemer perzh evit souten oberoù
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 6/02/13 20:33

Plijadur a zo bet forzh pegement disadorn da noz dindan ti-kêr Brest evit gouel Ai'ta ! evel bep bloaz.

Niverus e oa an dud deuet da gemer perzh evit souten oberoù hor strollad Ai'ta ! Tud yaouank a vil vern a zo bet gwelet, ha brezhoneg 'leizh o begoù.

Kement ha bezañ holl asambles eo bet degaset da soñj e vo aozet chadennadoù tud e Brest, Roazhon ha Naoned a-benn ar sadorn 9 a viz C'hwevrer, ha pedet eo bet an holl da zont niverus evit diskouez hor c'hoant da gaout ur wir chadenn skinwel evit Breizh.

Trugarez d'an holl dud bet o sikour evit prientiñ ar gouel, trugarez d'an holl arzourien o deus dudiet ha lakaet ac'hanomp da zañsal an nozvezh-pad, ha trugarez d'an dud a oa deuet da souten ac'hanomp.

Trugarez deoc'h mignoned, ezhomm hon eus ac'hanoc'h evit mont war-raok atav ! Deuit da gemer perzh e Ai'ta ! ha da sikour hor yezh da vont war-raok. Tout an dud asambles, brezhoneg bev hag ofisiel !

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons