Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Ar sonerezh metal hag ar grennamzer
Bet eo bet skipailh Brezhoweb oc'h ober un tamm tro d'ar Vran Fest, ur festival a lak sonerezh metal da gejañ gant ur fest krennamzer !
Florent Grouin pour BREZHOWEB le 15/05/24 16:38
Ar Vran Fest, ur festival folk metal - 4 Munud e Breizh : Black metal, folk metal, pagan metal... Ur bochad stil dishañval 'zo 'ba 'r bed-se... Sklaeroc'h e vo a-drugarez d'ar video-mañ !
Réalisation : Brezhoweb
(394 vues)
70303_1.png
'Ba 'r folk metal e vez implijet benvegoù hengounel !

Sur-mat ho peus klevet komz eus an Hellfest dija.

Ba Breizh e vez adkavet festivalioù Metal a bep seurt. Met n'eus ket mui kalz a festivalioù folk metal. Padal e vez adkavet 'ba 'n doare sonerezh metal-se, liammoù gant an hengoun, dre implij benvegoù hengounel.

Ha lies e vez staget ur skeudenn faltaziet eus ar Gelted pe ar grennamzer.

Ar Vran Fest 'zo ur festival nevez ha divoutin a lak ar bedoù dishañval-se da gejañ.

Met liammoù 'zo evit gwir etre ar metoù-se ?

Sed aze 'pezh 'zo bet klasket kompren gant Brezhoweb en ur atersiñ ur skipailh bihan met leun a entan !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.

Voir aussi :
0  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 5) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons